Istor Serbia

Emdroadur harzoù Serbia a-hed ar c’hantvedoù eus 1196 betek bremañ

Istor Serbia ne anavezer mat nemet abaoe ar mare ma voe aloubet ar vro gant ar Romaned, etre an Eil kantved kent J.-K. hag ar Iañ kantved goude J.-K. Savet e voe proviñs roman Moesia ganto eno. Aloubet e voe ar Balkanioù gant Slaved er VIvet ha VIIvet kantved, ha Serbia a zeuas da vezañ ur briñselezh, ha goude-se ur rouantelezh adalek 1217. E 1345 e voe savet un impalaeriezh serb hag a renas war ul lodenn vras eus ar Balkanioù. E 1540 avat e voe aloubet gant an Otomaned. N’eo nemet en XIXvet kantved e teuas da vezañ ur vro dieub en-dro.

E deroù an XXvet kantved, diwar skouer al luskadoù broadel a oa e meur a vro eus Europa, e voe tud o klask sevel ur Serbia Veur, ur stad astennet war ul lodenn vat eus ar Balkanioù. Da-heul Brezelioù ar Balkanioù (1912-1913) en em astennas ar vro war-zu ar c’hreisteiz, ha staget e voe outi Makedonia ha Kosovo. E-pad ar Brezel-bed Kentañ e voe emgannoù eno, hag adalek 1918 ez eas Serbia d’ober ul lodenn eus Rouantelezh Yougoslavia nevez-savet (hag a zeuas da vezañ Republik Sokialour Kevreadel Yougoslavia goude an Eil Brezel-bed). Er bloavezhioù 1990 e voe dispennet ar c’hevread gant meur a vrezel hag a-benn ar fin e teuas Serbia da vezañ ur stad dizalc’h adarre e 2006.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search